Langue   

Son an displanterien mein-bonn

Pôtr-Yann et Pôtr-Loeiz
Langue: breton




Er bloaz(/vezh) dek ha tri-ugent en em lakaas ar beizanted.
Da stourm evit ar wech, kentañ a-enep an deknokrated.

Kentañ 're oa en em lakaet da zisplantañ 'r maen-bonn.
'Oa 'barzh parrez speied, paotred kalet ar c'hanton.

Tremen daou vil a vein-bonn a oa eno displantet.
(Ha) Da gichen ar vered, lod anê 'oa kaset.

Er bloavezh dek ha tri-ugent e oa taolet ar maer d'an traoñ.
Ha lakaet e-barzh e blas, koñseilher kozh ar c'hantoñ.

Displantet e oa mein-bonn ivez e parrez Telgruk.
Koulskoude e oa ur maer, a oa un den terupl.

Er bloaz trizek ha tri-ugent e oa jeu 'ba Plonevez.
Taolet ar maer kozh d'an traoñ, ha bec'h gant ar maer nevez.

D'al Lun ugent a viz Mae war-lerc'h ar votadeg.
D'al Lun ugent a viz Mae war-lerc'h ar votadeg.

D'al Lun ugent a viz Mae war-lerc'h ar votadeg.
Paotred Plonevez ha Kimerc'h, 'zo barnet ha kondaonet.

Kement all a oa graet c'hoazh e tremen lec'h tro ar vro (/arvor?).
E Eskibien, 'ba Trobriven, hag ivez 'ba Plourivo.

E Eskibien, ha Trobriven hag ivez 'ba Plourivo.
Met paotred Pont-ar-Veuzenn, a oa deuet ar maout ganto.



Page principale CCG

indiquer les éventuelles erreurs dans les textes ou dans les commentaires antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org