Ur werz nevez evitañ, ur werz a zo savet
Evit Gigi a gousk bremañ en douar yen-skorn

Un den a beoc'h a veilho warnomp eus oabl ar reizh

Gant e vil emgann nerzhus en deus roet evidomp.
Micherour chafotach oa bet en e vuhez atav,
Ganet oa bet e Florañs en ur c'harter poblel

Diveliour enepfaskour gant Krist evel bleiner
Diveliour enepfaskour gant ar peoc'h en e galon
Stourmet en deus ouzh pep direizhder gant berv ha tan
Stourmet en deuz ouzh pep direizhder gant berv ha tan
Hag e Grist n'oa ket Krist ar vistri a wask ac'hanomp.
E Grist n'oa ket Krist ar binvidien hag al laeron,
E Grist a oa ur C'hrist a baourentez ha galeter.
Eus Isolotto da Sarayevo evit e vignoned
Fatima ha Sheriff, d'ar brezel hag ar marv
D'ar brezel hag ar marv war ur pont mallozhet,
Pont Vrbanje e-lec'h ma lazont e gamalad Moreno.
Benniget saverien peoc'h, benniget ha lazet
Gant saverien ar marv, gant saverien ar c'hasoni
Gant oberourien armoù, gant an uraniom paouraet,
Gant ar c'hrign-bev a laz ar c'horf, neket ar stourm.
Maro Gigi bremañ, paour-du ha klañv-fall,
Bev eo e va daoulagad, bev eo e va c'halon.
Maro Gigi Ontanetti, an douar d'e zegemero
Gant e gorf bihan, gant e spered divent.

×
Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.