Langue   

Frañsez Laorañs

Gweltaz Ar Fur
Langue: breton


Gweltaz Ar Fur


E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
Aet eo da bell da servij Bro-Frañs
Aet eo da bell da servij Bro-Frañs.

Demat deoc'h-c'hwi ma c'habiten,
Demat deoc'h-c'hwi ma c'homandant.
A Velioneg ‘oan kaset amañ,
Sañset difenn frontier mem bro
En arvar ged an Alamant.

Serrit ho peg ged ho parlant,
Lakit hor glaz a wiskamant !
Serrit ho peg, c'hwi, ged ho preg,
Touzit ho penn, dav d'an talbenn !
C'hwi 'vo war-vlein ma rejumant.

Heñ 'n em gavas ‘n noz diwezhat,
Gloazet e zorn, o koll e wad.
Heñ 'n em gavas a-benn dor ur c'hamp,
An hini hon tud pe enebour ?
Ne gredas ket goulenn sikour !

'Benn ar mintin pa voe kavet,
‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
'Gaoz d'e borpant, uniform gall,
'Gaoz d’e barlant, 'n hini a'r re 'rall !
'Gaoz d’e barlant, 'n hini a'r re 'rall !

Arall e yezh, arall e vro,
‘Vel un treitour, ra vo maro !
Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
Betek ar fin, ya, hep kompren
Betek ar fin, ya, hep kompren.

Ha, c'hwi 'lâray din, mar karit,
Ya, c'hwi 'lâray din, mar karit,
Gwell 've bet huchal "Bevet Bro-C'hall !"
Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
Seurt boledoù ' oa boledoù gall.



Page principale CCG

indiquer les éventuelles erreurs dans les textes ou dans les commentaires antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org