Lingua   

Ur bez e Dulenn

Gilles Servat
Lingua: Bretone



E Dulenn ar ger vras
Ez eus ur vered sioul
Ur vered er geot glas
Dindan pouez ar c'houmoul

Hag e barzh ar vered
E kreizh ar vein manek
Ez eus ur bez louedet
Louedet ha krevinek

Netra da lenn aman
Ar maen zo disanw
N'eo ket skrivet warnaƱ
Doue d'e bardono

Ur bried ankeniet
Gant an tonkadur dall
N'he deus ket engravet
Kenavo er bed all

Na c'hoar na breur na tad
O ouelaƱ d'an den se
Na mamm evit lakaat
Requiescat in pace

N'eus netra engravet
War ar maen kevrinek
'Met ur ger diverket
Enskrivet e Saoznek

Rebel.


Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org