Language   

Kanaouenn soudard

Anonymous
Back to the song page with all the versions


OriginalIl testo in grafia e lingua normalizzata dato da Son ha Ton. Il...
KANAOUENN SOUDARD

An diweza youhadenn
’N em goll war ar mene’,
Adieu ‘ta kanaouenn
Euz bro gaer a Gerne.

Adieu eta kaer iliz,
A Gemper-Korantin,
Adieu,ma yaouankiz
N’am-eus mui da hoarzin.

Euz Palud Santez Anna,
Euz a grehennou kreh,
Ne welim mui pesketa
E mor Douarnenez.

Nag ivez e Sant Kadou,
Nag e-barz Kerhaez,
Ne zañsfom d’ar biniou,
‘Barz al leuriou nevez.

Euz Santez-Anna Wened,
Ne zeufom mui en-dro,
Gand kroaziou drezennet,
En aour kaer ha golo’

Ne zeufom mui ahane,
Disputi d’oll Breiziz,
Gand kroaziou Sant-Serve’
Kernevoded hardiz.

Kenavo da Rumengol,
Kenavo daVulad,
Kenavo da Gastell-Paol,
Kenavo d’ar Veaj vad.

Kenavo da Zant-Tujan,
D’an Aotrou sant Urlou,
D’Itron Varia-Sklêrder
Ha da’n oll bardoniou.

C’hwi, ma mignoned devod,
Euz a barrez Erge,
Ti ‘n Itron Varia-Kerzeot
C’hwi ‘yelo adarre.

Alumit diou houlaouenn,
‘Tal an aoter eno.
Ha lavarit eur bedenn,
Evid paotred ho pro.

Red eo eta partial
Ha mond d’an Alger,
Inutil eo deom soñjal,
Da zond en-dro d’ar gêr.

Hag hervez profesiou
‘Benn ar bloaz daou-ugent,
Gand brezel ha kleñvejou,
Ar bed ‘cheñcho a benn.

Eun dra ‘deu d’am hoñsoli,
Rag ni on-eus klevet
E-leh iam da gombati
N’eus nemed Morianed.

O laza n’eo ket pehed
Rag n’int ket kristenien,
Nompas evel Saozoned,
Or gwall enebourien.

KANAOUENN SOUDARD

An diwezhañ youc'hadenn
'N em goll war ar menez
Adieu 'ta kanaouenn
Eus bro gaer a Gernev

Adieu eta kaer iliz
A Gemper Korantin
Adieu ma yaouankiz
N'am eus mui da c'hoarzhin

Nag ivez e Sant-Kadou
Nag e-barzh Karaez
Na zañsfomp d'ar binioù
Barzh al leurioù nevez

Eus Santez-Anna-Wened
Na zeufomp mui en-dro
Gant kroazioù drezennet
En aour kaer ha gouloù

Na zeufomp mui ac'hane
Disputiñ d'holl Breizhiz
Gant kroazioù Sant-Serve
Kernevoded hardiz

Kenavo da Rumengol
Kenavo da Vulad
Kenavo da Gastell-Paol
Kenavo d'ar Veaj-vat

Kenavo da Sant-Tujan
D'an Aotrou Sant Urlou
D'Itron Varia Sklaerder
Ha d'an holl bardonioù

C'hwi ma mignoned devot
Eus a barrez Ergue
Ti 'n Itron Varia Kerzeot
C'hwi yelo adarre

Alumit div c'houlaouenn
Tal an aoter eno
Ha lavarit ur bedenn
Evit paotred ho pro

Ret eo eta partial
Ha monet d'an Alger
Inutil eo deomp soñjal
Da zont en-dro d'ar gêr

Rak hervez profesioù
Benn ar bloaz daou-ugent
Gant brezel ha kleñvejoù
Ar bed cheñcho a benn

Un dra teu d'am c'hoñsoliñ
Rak ni hon eus klevet
E-lec'h yamp da gombatiñ
N'eus nemet Morianed

O lazhañ n'eo ket pec'hed
Rak n'int ket kristenien
Nompas evel Saozoned
Hor gwall enebourien.


Back to the song page with all the versions

Main Page

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org