Lingua   

L'Internationale

Eugène Pottier
Pagina della canzone con tutte le versioni


BRETONE / BRETON [3]
KAN ETREBROADEL AL LABOURERIENAN INTERNATIONALE
Laket en brezoneg gant Marcel Hamon
War sav! tud daonet deus an douar !
kent mervel gant an naon, war sav
Ar skiant a gomz hag a lavar
Reiñ an diwezhañ taol-chav !
Ret eo teuler ae bed-kozh d'an traoñ
Mevelien paour war-sav, atav !
Greomp evit mad dezhi he c'haoñ
Bezomp mestr lec'h bezaň esklav !
War sao, tud doanet d'an douar
War sao an dud paour o deuz naon
Ar skiant a c'hop hag a lavar
Skei ar bed n'eun taol d'an traon
An traou koz a c'hall monet pell
Mevellien kaez, wae zao, war zao
Sklepomp anez a-benn bouell
Skuiz omp o veza esklao
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Etrezomp na n'eus salver ebet,
Na pab, na doue, na den all !
Ha deomp hon unan a vo ret
Ober amañ ar gwir ingal
A-benn harzh laeron bras da noazout
Derc'hel ar spered en e blom
C'hwezomp hon c'hovel pe 'vefomp boud
Ha dav d'an houarn keit m'eo tomm !
Nann n'a neus ket a zalvar braz
Na Doue, na mestr, na hun all
Produer, krog ebarz da benn-baz
N'em sov da hun gant ar re all
Da lak' al laeron da vont da goll
Da sklerijenn ar spered
Hon c'hoel c'hoezomp ta drez oll
War houarn tom a vez skoet
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ar stad a zo fall, pep lezenn kamm
An deog a wad ar paour-kaez den
Deverioù d'ar re vras n'eus foeltr tamm
Gwirioù ar paour-kaez zo ven
Awalc'h eo dindan vestr kastiañ
Al lealded c'houlenn traoù all
Dindani vefomp holl memes tra
Gant deverioù droejoù ingal.
Mahet a vemp ar pez zo permet
N'em wada renkomp vit paea
Ar pinvidik n'euz dever ebed
Ar paour zo mad da vac'hata
Dan ar vaz o plega hon chouk
Deveriou ha droejou da bep den
Skouiz ez omp o chom atao mouk
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ken hudur en kreiz o brazoni
Hon mistri war an holl labour
Deus graet biskoazh nemet ransoniñ
Laerezh poan ar micherour
Rag en prez kloz an dud didalvez
Kement vez krouet vez teuzet
Goulennomp vo rentet hep dale
D'ar bobl kaez ar pezh zo dleet !
Selet pebeuz pennou zo dioute
Rouez ar glaou, an hent houarn
Biskoaz n'euz gret ar botred vraz se
Nemat ober vel al louarn
Ebarz ar prejou an Aoutroune
Eman hon labour hag hon foan
Mankout ra d'emp tapout ane
Petramant chom atao dindann
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Holl micherourien ha kouerijen
Memproù a labour er bed-mañ
Ar bed-mañ zo d'al labourerien
An dud didalvez diwarnañ
Deus hon c'hwezenn gwelit int lard mat
Na pa deufe ur seurt brini
Un deiz ar bed paour-mañ da guitaat
An heol zalc'ho da lugerniñ.
Ar rouez a veve c'hanomp ive
Peuc'h etrezomp , tann d'ar re wask
Blegomp ket ken breman d'an arme
En teilh, lakomp fuzul ha kask
Met , ma deuz c'hoant an dreberien tud
D'ober d'emp evel al loeo
Ar fusul na chomo ket mud
Hag evite vo an tenno
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Garzh ebet ken kreiz-entre pep bro
An holl dud breudeur war ar bed
Ar brezeloù diot er blotoù
Dav d'ar re vraz c'hoazh mar bez ret
Evite na n'afomp biken ken
A-vilieroù d'en em drailhañ
War sav pa 'mañ ar skiant o ren
Deomp vo ret terriñ pe blegañ.
Ouvrier, payzant, mum a hez
Ar bopl vraz euz ar re 'deuz poan
An douar n'hell ket beza dez
N'eus ket ar blas d'ar fenean
Ped zo o veva deuz hon gwad
Med ar brini a zo war dro
'N o fonz pa devo bed hon zroad
Neuze an heol a lugerno !
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
An emgann diwerzhañ zo
Holl war sav hag arc'hoazh
Na vo er bed met ur vro
Da vihan ha da vraz!
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien
Ar gann diweza a zo
Oll arog, ha souden
Breudeur drez-oll a vo
Elec'h enebourien


Pagina della canzone con tutte le versioni

Pagina principale CCG


hosted by inventati.org