Gwalldaol
Tri Bleiz DieVersione francese: | |
GWALLDAOL | ATTENTAT |
- Penaos emañ ar bed hiziv ? - Fall ar jeu, mignon kêr ! 'peus ket kle't ar c'heloù Er skinwel da greisteiz ? Er skinwel da greisteiz Keloù fall 'm eus klevet Marv eo ur plac'h yaouank E kañv emañ Breizh a-bezh - Petra 'zo c'hoarvezet Gant ar plac'h yaouank-se ? - Tarzhet he deus ur vombezenn A-greiz ma laboure A-greiz ma laboure Kollet he deus ar vuhez Dalc'homp soñj, Bretoned Dalc'homp soñj, me ho ped. | - Comment ça va aujourd'hui ? - Ca va mal, cher ami As-tu entendu la nouvelle A la télévision ce midi ? A la télévision ce midi J'ai entendu une mauvaise nouvelle Une jeune fille est morte Toute la Bretagne est en deuil. - Qu'est-il arrivé à cette jeune fille ? - Une bombe a explosé Alors qu'elle travaillait ; Alors qu'elle travaillait Elle a perdu la vie Souvenons-nous, Bretons, souvenons-nous, je vous prie. |
- Penaos emañ ar bed ganeoc'h ? - Fall ar jeu, mignon kêr ! Klevet 'm eus an istor 'kreiz an deiz ba' skinwel 'kreiz an deiz ba' skinwel Diwar-benn stourmerien Hag o deus lipet revr 'n enebour e-pad ar brezel - Arabat disoñjal Ar vBretoned koulskoude Kouezhet evit Bro-C'hall Tra ma kenlaboure Tra ma kenlaboure Pétain gant ar vBoched Dalc'hit soñj, Gallaoued Dalc'hit soñj, me ho ped. | - Comment allez vous ? - Ca va mal, cher ami J'ai entendu l'histoire Ce midi à la télévision ; Ce midi à la télévision Au sujet des militants bretons Qui ont léché le cul de l'ennemi Pendant la guerre - Il ne faut pas oublier les Bretons, cependant Tombés pour la France Alors que collaborait, Alors que collaborait Pétain avec les Boches Souvenez-vous, Français, souvenez-vous, je vous prie |
- Penaos emañ ar bed hiziv ? - Fall ar jeu, mignon kêr ! Stlejet er fank eo Hor sevenadur, hor yezh ; Hor sevenadur, hor yezh, Stlejet da vat er pri 'vel gwechall ar soudarded E-barzh kamp lous Koñli - N'eo ket ret teurel maen Ouzh kement ki a harzh Mard emaomp en anken N'eo ket abalamour d'an tousmac'h N'eo ket abalamour d'an dismeg Met abalamour da varv ur plac'h Eo leun a c'hlac'har kalon ar vBretoned. | - Comment ça va aujourd'hui ? - Ca va mal, cher ami Notre culture, notre langue Sont traînées dans la boue ; Notre culture, notre langue Bel et bien traînées dans la boue Comme jadis les soldats Dans le sale camp de Conlie - Il ne faut pas jeter la pierre A chaque chien qui aboie Si nous sommes dans l'angoisse Ce n'est pas à cause du tumulte ; Ce n'est pas à cause de l'opprobre Mais à cause de la mort d'une fille Que le cur des Bretons est rempli de chagrin. |
- Penaos emañ ar bed ganeoc'h ? - Fall ar jeu, mignon kêr | - Comment allez vous ? - Ca va mal, cher ami |