Language   

Ken pell zo da c'hortoz

Gilles Servat
Language: Breton


Gilles Servat


Ne weler ket ho pried amañ ken
'balamour da betra 'ma ket ganeoc'h er gêr
Ken pell zo da c'hortoz
Trist eo ma deizioù ha goullo ma zi
Rak ma fried zo bet lakaet 'barzh an toullbac'h
Ken pell zo da c'hortoz

Lakaet en toullbac'h du-hont e Paris
Evel ar c'hangsterien hag al lazherienz kriz
Ken pell zo da c'hortoz
Gant gwarded ganas dalc'het eo er c'hloz
Hep ma ouife perak, hep ma vefe barnet
Ken pell zo da c'hortoz

Selaouit oll ta tud a Vreizh-Izel
Ho pugale a vo kasset kuit eveltan
Ken pell zo da c'hortoz
Kasset d'ur vro pell en abeg d'ho yezh
Rak bezañ ur Breizhad vo un torfed arc'hoazh
Ken pell zo da c'hortoz

Selaouit oll ta ar pezh a laran
C'hwi a welo un deiz en un emgann spontus
Ken pell zo da c'hortoz
Arme an tri-liw o lazhañ evned
Rak “Les petits salauds ne chantent pas en français”
Ken pell zo da c'hortoz

Ha chom a refet daoulinet dalc'hmad
O c'hortoz ar goñtell 'vel ma ra an danvad
Ken pell zo da c'hortoz
Pa neuze e giz al laboused gouez
E kanfet en ho yezh hep goulenn an aotre
Ken pell zo da c'hortoz.



Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org