Lingua   

Daou soner Landevant

anonimo
Lingua: Bretone




En Europ eo krog ar brezel
Deus ar Rusi da Vreizh-Izel
Ar broioù bras a zo savet
Kozh ha yaouank a zo galvet
Un tad, ur mab eus Landevant
A oa er memes rujumant
Ar mab gant biniou oa soner
Hag an tad a oa bombarder

Paotred Gwengamp war an Yser
O deus gouzañvet ar mizer
Met 'kreiz trouz an artilliri
E kleved c'hoazh ur soniri
An tad, ar mab eus Landevant
A oa er memes rujumant
Ar mab 'n e viniou c'hwezhe start
An tad a c'hwezhe 'n e vombard

Un nozvezh goañv, kalet ha du,
An dañs a grogas e bep tu
Gwilhou gant e Alamanted
A sailh war ar Vretoned az
An tad, ar mab eus Landevant
A sone 'penn ar rujumant
Met ur chodouron a gouezhas
Hag an daou soner a lazhas

D'ar mintin, kravazhataerien
A gavas korf ar sonerien
Hag e-kichen an daou soudard
Oa ar biniou hag ar vombard
An tad, ar mab eus Landevant,
Ouzh o heul an holl rujumant,
Zo bet douget d'ar memes bez
O biniou, o bombard ivez...



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org