Lingua   

Ba'r meskach

Bernez Tangi
Lingua: Bretone



M eus an’ve’et mat ar paotr
pa ’n’eus lakaet an tan en aod
bet eo bet ’ ti ar chaloni
bet eo bet chef ur bagad bigi

’M eus an’ve’et mat ar plac’h
da eil devezh an dispac’h
’ oa-hi ga’ pevar micherour
’vont da gaout tud o klask sikour

D’ar poent-se e lâran deoc’h
ne oa na gwinizh na kerc’h
holl ar re-se oa chaseourien
den ’bet ’vit reiñ an aluzen

An hini ’n eus an’ve’et an amzer-se
’ vo dall ’vit peurest e vuhez
met, gouest eo, sur da viken
da derriñ ar seizh chadenn

Krog e oa emgann ar razhed
ar re voan, ar re galet
kalz e oant ’vit pign’ ga’ r menez
ur bern evit koll o ene

Bremañ an oabl ’vit kantvedoù
a vo leun ga’ gwad ha daeloù
ar morioù goloet ga’ erc’h
preñved doñv betek an nec’h

’Dalv ke’ ’boan deoc’h klask ar fin
deus hor bloavezhioù rivin
boued o spered zo breinadur
’ chomit ket da c’hortoz Arzhur

’M eus an’ve’et mat ar paotr
bet eo bet soudard ha martolod
bet eo bet diwaller-moc’h
lazhet ’n’eus ’vit ar peoc’h

’M eus an’ve’et mat ar plac’h
he deus renet un toull-bac’h
gwerzhet ’ deus ur wech he c’horf
en ur winstub lous en Altdorff

An daou-se zo ’barzh ar vered
war o bez armeoù a red
n’eo ket brav dibab en noz
ar pezh zo gwir, ar pezh zo faos.


Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org