Lingua   

Beajet ’m eus

Denez Prigent
Lingua: Bretone



Beajet ’m eus tro-dro d’ar bed
Da glask petra me n’ouzon ket
Da glask n’ouzon ket re petra
Ha ne gaven me ket ama’

Beajet ’m eus ’bro ar stered
Da glask petra me n’ouzon ket
Da glask n’ouzon ket re petra
Ha ne gaven ket er bed-mañ

’Pezh ’oa da welet ’m eus gwelet
’Pezh ’oa da vevañ ’m eus bevet
’Pezh ’oa da c’houzout ’m eus desket
’Pezh a glasken m’eus ket kavet

A-benn seizh vloaz on distroet
E toull ma dor em eus kavet
’Pezh a glasken ha ’gaven ket
Ur glenn hag ur vro ’m boa ankoue't


Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org