Lingua   

E dibenn miz Gwengolo

Glenmor
Lingua: Bretone


Glenmor


Er bloavezh c'hwezek ha tri-ugent
e dibenn miz gwengolo
eo bet milliget paour ha perc'henn
war menezioù Dineol
klevit baleerien-bro

Marv eo tan ruz an oaledoù
e dibenn miz gwengolo
na du eo roudoù deiz an Ankou
war menezioù Dineol
tavit rederien-bro

Nag izel eo an duadennoù
e dibenn miz gwengolo
pep hini 'hado druz e daeroù
war menezioù Dineol
gouelit kanerien-bro

Ken hudur eo diskan an tremier
e dibenn miz gwengolo
didoc'het gwinizh ar gwir stourmer
war menezioù Dineol
gouelit baleerien-bro

Didruez eo tarzh gwall an nozioù
e dibenn miz gwengolo
ha bleiz, ha ki, ha den a yudo
war menezioù Dineol
yudit kanerien-bro

Piv a zougo kañv bras hor banniel
e holl vizioù gwengolo
ha dalc'hit soñj mibien eus Yann-Kel
den marv evit e vro
devit, devit eñvorennoù



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org