Lingua   

Lingua: Bretone




Va mammig lavar diñ-me
Da b'lec'h a ya gwenn an erc'h pa deuz
Da b'lec'h ya glaz an oabl
Da vare an noz dall diloar
Da b'lec'h a ya glazted ar gwez
Pa beg dorn yén an goañv war 'r maez
Da b'lec'h a ya gwad ruz an den
Skuilhet gant pobloù a bep seurt liv

Va mammig lavar diñ-me
Da b'lec'h a ya mel bev an tan pa varv
Da b'lec'h mouez aour ar galon
Pa n'on n'eus den ebet da garet
Perak eo ken skeduz an douar
E donder melezour an dour
Perak 'kan ken brav spi an den
Bac'het gant e vreur ab'lamour d'e liv

Va merc'hig sell ta duhont
Gwenn-erc'h an eon a spoum e glaz an houl
E ruzder tarz-an-deiz
O tont ar garantez foll
An tan an tan a-zian al ludu
O tiwan 'vel an ed en douar
Hag atav ar skeud a zo ken du
Evit an den en deus forzh pe seurt liv.



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org