Language   

Copșa Mică

Denez Prigent
Language: Breton



1. E Copsa Mica ‘n heol ‘zo savet
‘N heol ‘zo savet ‘n noz ‘zo chomet
Du ar c’houadoù, du ar menez
Du al liozhoù, du an tiez
Du ar brini, du an avel
Du ar glizh hag ar vogidell
Du an aven, du an douar
Du ar c’houmoul, du al latar
Du an daouarn, du an dremmoù
Ha du ivez ar c’halonoù.

2. Du ar merc’hed ‘vont d’ar vered
‘Oaront mat an hent da vonet
E Copsa Mica ‘n heol ‘zo savet
Met ‘glever ket al laboused
E-harz ar gwez ‘vezont kavet
Dre gantadoù hanter mouget
Dastum ‘reer nezho war an douar
‘Vel an delioù sec’h er razrac’h
Ne glever ket al laboused
‘R glaz o senin ne lâran ket
‘Vez ket un deiz na sonfe ket.
E Copsa Mica neb a vije
‘Vije rannet korf hag ene
Gwelet div vaouez o vale
War hent ar vourc’h an devezh-se
Ar yaouankañ ‘ouele true’
An hini all a c’houlenne:

3. "Katellig paour din a lâret
Piv hiniv’ vez interet
‘Vit ho kwelet ken glac’haret
Piv hiniv’ vez interet
Pelec’h ‘z eoc’h ken du gwisket?-
Piv hiniv’ vez interet?"
"Ma mab siwazh eñ a vez graet
Aet d’an anaon en nozvezh-mañ
D’e oferenn ez an bremañ."

4. "Tavit Katell na ouelit ket
Ganet ho peus tri mab n’eo ket?
Daou all ‘peus c’hoazh ‘c’hortoz en ti
Ganin siwazh ne chom hini
Den ebet ken d’am frealziñ."

5. "Tri mab hollgaer ya’m eus ganet
‘N uzin’ deus din holl laeret
Aet d’an anaon ‘n hini kentañ
N’en doa ket bet c’hoazh tregont vloaz
An eil ‘zo klañv en e wele
Bemdez, bemnoz e klemm ‘true’
A-benn nebeut ‘varvo ive’
An eil ‘zo klañv en e wele
Nec’het bras on gant an trede
N’eus ket miz ‘zo eo deu’t d’e oad
Dija ‘deus c’hoant da labourat
Da labourat ‘deus c’hoant dija
En uzin blom Copsa Mica
Nac’hañ outañ me na n’on ket
Rak et vro-mañ labour ebet
Marv ma mab en nozvezh-mañ
‘Z an d’an iliz’n e ofern-gañv
Marv ma mab,’re all ‘heulio
‘Vo ket pell din ‘raok mont en-dro."

6. "Na ouelit ket Katellig kaezh
En em gavet oc’h dougerez
E c’hortozit ur bugel bihan
Ho tizoanio eus ho tourman
E c’hortozit ur c’hrouadur
Hemañ ‘roio deoc’h plijadur
A sento deoc’h ha ‘vezo fur
A sento deoc’h ha ‘vezo fur
Bezit dinec’h me ho asur
Me ho asur bezit dinec’h."

7. "Dre c’hras Doue ‘vezo ur verc’h
-Ma vije paotr pe vije plac’h
Pa wilioudin ‘vin pell a-walc’h
Pa wilioudin ‘m bo cheñchet lec’h
‘Vije ur mab, ‘vije ur verc’h
‘M bo cheñchet kêr, ‘m bo cheñchet bro
E zaoulagad pa zigoro
Pa zigoro e zaoulagad
‘Vo splann an heol ha glan an oabl
‘Vo splann an heol ha glan an ne’
Sklêrijenn aour pa ‘n noz pa ‘n de’
Ha gwez bleuniek a-hed ar ble’
Ha gwez bleuniek a-hed ar bloaz
Lapoused warno o kanãn
Lapoused ruz, lapoused gwenn
Lapoused glas ha re velen
Lapoused du ne vo biken
Pa wilioudin ‘m bo cheñchet bed
Doue ‘bardono din zorfed.»

8. Ar bloaz-mañ da Santez-Berc’hed
A uzin foll ‘zo bet serret
A uzin foll ‘zo bet serret
Hag an deiz-se erc’h a zo kou’et
Erc’h a zo kou’et fu ‘vel ar plu
Deiz adarre war ar gêr zu
War ar gêr zu deiz adarre
Lapoused c’hoazh war ar menez
Ar bloaz-mañ gouel da Sant-Andrev
Hon eus gwel’t war skourroù ar gwe’
O tiwanañ delioù neve’.


Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org