Lingua   

Keleier Plogoff

Storlok
Lingua: Bretone


Storlok


Diouzh ar mintin pa zav ar glizh
E sav an ed hag ar gwinizh
E sav an ed diouzh an douar
Na pa vez c'hoazh an heol klouar

Ouzhpenn an heol a zav abred
Ouzhpenn ar gwinizh hag an ed
Keleier fall dre ar c'hontre
A zav abretoc'h vit an de

Ha tud Plogoff a lavare
E traoñ an tour an eil d'egile
Livirit din e gwirionez
Petra zo nevez er barrez

Petra zo nevez e Plogoff
Har ar parrezioù tro-war-dro
Na pa welan war ar blasenn
Jañ-Mari Kerloc'h teñval e benn

Ar pezh a glevan a zo spontus
Ouzhpenn m'eo trist ha glac'harus
Gwerzhet eo Plogoff da Baris
Ur sañtral vras 'plas ar gwinizh

Plas an ed ur mekanik foll
A vije gouest da lac'han an holl
Peotramant c'hoazh a-nebeudoù
D'hor c'has er-maez eus hon douaroù

'Vit hor c'has 'maez ne raio ket
Warlec'h an had e teuio an ed
Hag en ed ranker da zormañ
Araok ma chomje da vreinañ

Hag amañ e parrez Plogoff
An aotrou bras hag e gof teo
Pa deuio gant e roched gwenn
A zesko bale er vouilhenn

Bez e tesko gant e ardoù
Piv eo ar mestr war an douaroù
Na pa ranko mont war e giz
Don er vouilhenn betek Paris

Ha bremañ p'eo echu va son
M'ho peus ket soñj vat deus an ton
Kanit anezhi war un ton all
Ha kanit, kanit, 'vel gwechall



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org