Language   

Stourmoù Breizh

Lama Meur ha Yann Ber
Language: Breton




Daou vloaz zo e labouran e ti ar “Joint Français”
Met gant ar vac'homerien, siwazh, on bet skarzhet.

Neuze em eus divizet labourat war ar maez,
Mont gant ar beizanted evit gwerzhañ o laezh.

Gant kudennoù e kejomp 'vit kavout ar arc'hant:
Rak peurliesañ 'vez laeret ar laezh d'ar peizant.

B'lam' d'an dra-se, Yann Karel 'voe kaset d'an toull-bac'h;
Bremañ m'hon eus komprenet, ne chomomp mui ambac'h.

Harz-labour ar Joint Français 'deus roet dimp ur skouer,
Digoret hon daoulagad; bremañ e welomp sklaer.

Labourerien Sant-Brieg 'deus gouneet un trec'h
A c'hello bezañ gouneet, a gav din, e pep lec'h.

Ha ne c'hellomp ket laret: “Echu Brezel al Laezh”,
Pa n'eus netra da zebriñ evit an tiegezh.

Bombezennoù 'n F.L.B. 'deus badaouet ar Gall,
Rak bremañ ar Vretoned n'int ket mui sklaved dall.

Bewech ma vo ret ober, 'harzimp kirri, trenoù,
N'omp ket chas a c'hell bevañ nemet gant restachoù.

Goude Joint, Laezh, F.L.B., gwechoù all 'vimp klevet:
Big Dutchman e Sant-Karreug, Kaolin e Plemet.

Micherourien e pep lec'h, peizanted ivez,
Gant o harzoù-labour gerc'h, pe gant Brezel al Laezh

'Vel paotred an F.L.B. o lak' bombezennoù
O deus diskouezet a-walc'h 'vo ket mui burzhudoù.

Bewech ma wasko 'r stad c'hall gwirioù ar Vretoned
Diouzhtu e krogo pobl Vreizh da vezañ kounnaret.

Piv 'vo ar vistri e Breizh, ni pe ar vourc'hizien?
'Deus ket ezhomm ar respont da vezañ disklêriet.



Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org