Lingua   

Gwerz tabut Kemper

Alan Stivell
Lingua: Bretone


Alan Stivell


Tostait va mignoned, azezit tro-war-dro,
Ma roin deoc'h hep dale keleier eus ar vro.
Ur sulvezh a viz Here, dre hentoù Finister
Kouerien a vilieroù a zo deuet da Gemper.

C'hoant a devoa da ziskouez da dud ar gouarnamant
Pegen kriz eo ar vuhez d'ar paour-kaezh peizant
Rak c'hoant o deus da vevañ 'vel ar Frañsizien all;
Met siwazh, den n'o selaou e touez mistri Bro-C'hall!...

Eus an ell bloaz d'egile an traoù war washaat
Setu ma oa e Kemper, tud yaouank tomm o gwad.
N'oa ket a-walc'h 'n emgannañ gant ar C.R.S.ed
An tan a zo bet lakaet 'n ti porzhier ar Prefed!...

Ma ne glev ket ar gentel ar gouarnamant gall
Mil boent eo dezhañ kompren 'mañ an traoù o vont da fall
Ar bloaz-mañ, pep votadeg he deus diskouezet sklaer
Eo krog an holl Vretoned da skubañ 'n U.N.R.

Me soñj e teuy un devezh ma ne vo renet Breizh
Nemet gant ar Vretoned, ha pep tra a vo reizh.
An deiz-se al labourer, war ar maez 'vel e kêr,
Ray e unan e lezenn 'n un ti bras en Kemper!



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org