Lingua   

Hañvezh ar bonedoù ruz

Tri Yann
Lingua: Bretone



« Kleier galv e Sant Malo, e Roazhon ha Naoned,
Pep lec'h e Kerne Izel, kastilli gwalldanet,
Tud luch tro va c'hastell, capriole et pied droit largy,
Pelec'h kavout skoazell? Pied droit largy mes Dames.

Tud luch tro va c'hastell, capriole et pied droit largy,
Pelec'h kavout skoazell? Pied droit largy mes Dames.


Surentez ebet er vro. Chaulnes, petra' ra ar Frañs?
Savet 'zeus bet testennoù a-enep d'an noblañs.
Galvet'm eus an arme, capriole et pied droit largy,
Sioulaet 'vo ar vro-se. Pied droit largy mes Dames. »

Galvet'm eus an arme, capriole et pied droit largy,
Sioulaet 'vo ar vro-se. Pied droit largy mes Dames.


« Chomit dinec'h markizez, an holl a vo krouget,
O fenn Sebastian ar Balp ar c'hentañ vo lazhet.
Petra chomo neuze, capriole et pied droit largy,
Eus an tropad moc'h-se? Pied droit largy mes Dames. »

Petra chomo neuze, capriole et pied droit largy,
Eus an tropad moc'h-se? Pied droit largy mes Dames.


« D'an nav a viz Mezheven, e tro kreiz ar minti
'M eus klevet ar c'hleier galv e kostez Kastellin.
La Coste zo bet harzhet, lalalala lalenola
Ha bet goulennataet. Lalalala laleno.

La Coste zo bet harzhet, lalalala lalenola
Ha bet goulennataet. Lalalala laleno.


Ar markiz 'neus prometet nullañ an editoù.
N'hon eus fiziañs ebet e seurtoù promesaou;
Ar stourm vo kendalc'het, lalalala lalenola
Eus Brest betek Naoned. Lalalala laleno.

Ar stourm vo kendalc'het, lalalala lalenola
Eus Brest betek Naoned. Lalalala laleno.


Gant tud eus kostez Poher, 'vo ruz ar bonedoù,
Glas'vint e Bro-Vigoudenn, goveliet 'vo armoù;
Savet 'vo un arme, lalalala lalenola
Ouzh ar papier timbré. Lalalala laleno.

Savet 'vo un arme, lalalala lalenola
Ouzh ar papier timbré. Lalalala laleno.


Ha dre ar c'hod pesovat ma c'houlennomp frankiz,
Lemel tailhoù an noblañs ha muioc'h a justiz
Embannomp hor gwirioù, lalalala lalenola
Dirak an holl vroioù. Lalalala laleno.

Embannomp hor gwirioù, lalalala lalenola
Dirak an holl vroioù. Lalalala laleno.


Anavezet eo hor stourm er Frañs a-bezh hep mar.
Hor penn Sebastian ar Balp ha markiz Montgaillard
A zougo hor mouez, lalalala lalenola
Ha klevet 'vimp un deiz. Lalalala laleno.»

A zougo hor mouez, lalalala lalenola
Ha klevet 'vimp un deiz. Lalalala laleno.


Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org