Lingua   

Konskried Sant Trefin

anonimo
Lingua: Bretone




Na disul e Sant-Trefin rannañ 'rae ma c'halon
O klevet an ordonañs lennet gant ar person

O klevet an ordonañs lennet gant ar c'hure
Ret eo kaout soudarded da servij ar Roue.

O klevet an aotrou maer war ur maen o laret :
"Erru eo ar mandaioù partiañ 'r gonskried."

An tadoù hag ar mammoù 'ouele d'o bugale
Hag ar gonskried yaouank 'lare 'n eil d'egile

Hag ar gonskried yaouank 'n eil d'egile 'lare :
"Arsa 'ta kameraded, partial vezo ret"

"Arsa 'ta kameraded, partial vezo ret,
'Vit monet d'ar broioù pell, lec'h biskoazh ni n'omp bet.

'Vit monet d'ar broioù pell, aloubat ar montanioù
Prest da dennañ war ur c'had pa n'e welimp redo

Pa oemp en Jeruzalem, dibaset an Espagn
Birviken 'm bije soñjet donet ken d'am Bretagne

Met dre forzh pediñ Doue hag ar sent benniget
On deuet c'hoazh da Sant-Trefin da wel' ma mignoned

Lakaet 'oe ganto en douar ma gwir vuiañ-karet
Ha m'am-bije bet ar bonheur d'anavezet he bez

Ha m'am bije bet ar bonheur d'anavezet he bez
N'am befe ket he c'huitaet nag en noz nag en deiz

N'am befe ket he c'huitaet nag en deiz nag en noz
Chomet 'vefen 'tal dezhi da skuilhañ ma daeroù

Chomet 'vefen 'tal dezhi da skuilhañ ma daeroù
'Vit enoriñ ma mestrez pehini a zo marv



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org