Language   

Gwalldaol

Tri Bleiz Die
Language: Breton




- Penaos emañ ar bed hiziv ?
- Fall ar jeu, mignon kêr !
'peus ket kle't ar c'heloù
Er skinwel da greisteiz ?
Er skinwel da greisteiz
Keloù fall 'm eus klevet
Marv eo ur plac'h yaouank
E kañv emañ Breizh a-bezh
- Petra 'zo c'hoarvezet
Gant ar plac'h yaouank-se ?
- Tarzhet he deus ur vombezenn
A-greiz ma laboure
A-greiz ma laboure
Kollet he deus ar vuhez
Dalc'homp soñj, Bretoned
Dalc'homp soñj, me ho ped.

- Penaos emañ ar bed ganeoc'h ?
- Fall ar jeu, mignon kêr !
Klevet 'm eus an istor
'kreiz an deiz ba' skinwel
'kreiz an deiz ba' skinwel
Diwar-benn stourmerien
Hag o deus lipet revr
'n enebour e-pad ar brezel
- Arabat disoñjal
Ar vBretoned koulskoude
Kouezhet evit Bro-C'hall
Tra ma kenlaboure
Tra ma kenlaboure
Pétain gant ar vBoched
Dalc'hit soñj, Gallaoued
Dalc'hit soñj, me ho ped.

- Penaos emañ ar bed hiziv ?
- Fall ar jeu, mignon kêr !
Stlejet er fank eo
Hor sevenadur, hor yezh ;
Hor sevenadur, hor yezh,
Stlejet da vat er pri
'vel gwechall ar soudarded
E-barzh kamp lous Koñli
- N'eo ket ret teurel maen
Ouzh kement ki a harzh
Mard emaomp en anken
N'eo ket abalamour d'an tousmac'h
N'eo ket abalamour d'an dismeg
Met abalamour da varv ur plac'h
Eo leun a c'hlac'har kalon ar vBretoned.

- Penaos emañ ar bed ganeoc'h ?
- Fall ar jeu, mignon kêr



Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org