Lingua   

14/07

Tri Bleiz Die
Lingua: Bretone


Tri Bleiz Die


N’eus ket tu, nann, ne rin biken ouzh
Deiz ar pevarzek a viz Gouhere
N’eus ket tu, ne c’hellan ket padout ouzh
Trouz ar botoù o vale a-gevret
Pa oan yaouank e kaven diaes,
Dija, sellout ouzh an tan-arvest
Ha morse ne vijen aet da zañsal,
Zoken ma vije bet koant-tre ar plac’h ...
D’ar pevarzek a viz Gouhere

N’eus ket tu, nann, ne rin biken ouzh
Deiz ar pevarzek a viz Gouhere
N’eus ket tu, ne c’hellan ket padout ouzh
Sonerezh-folkloraj an arme
Pa oan yaouank e vanen kousket
En ur sellout ouzh an dibunadeg
Ha morse ne vijen aet da zañsal,
Zoken ma vije bet koant-tre ar plac’h ...
D’ar pevarzek a viz Gouhere

Nann, nann, nann, nann,
Ar pemzek, buan !



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org