Lingua   

Trugarekadenn

Gilles Servat
Lingua: Bretone


Gilles Servat


Mariannig anat eo deut din
Hon eus isprizet a bell 'zo
Ar pezh a peus skuilhet a ijin
Evit diloja tud hor bro
'Vit ar pemp kantved m'hon eus ranket
Mirout hor garm ennomp didrouz
Hag hor yezh a zo bet damvouget
Trugarez bras Marianna dous

Mil bennozh dit evit ar Frankiz
Da garantez evit mab-den
Ar vietnamiz hag ar algeriz
A oar mat da betra e tenn
Da fliked ha parachutisted
An oll re o deus bet ar chañs
Reudet ha yen ha medallenet
Da venel kousket 'vit ar Frañs

Mil bennozh c'hroaz evit da gomzoù
O deus hon doganet ervat
Da win a domm hor gwazhiennoù
Tra ma tiverr goustad hor gwad
'Vit hor moc'h ha da beilhuskennoù
Evit hor pemp departamant
Ar Mirajed e Landivizio
Ha plumachennoù Koetkidan

Evit da vevelien tokarnet
'N arigrap war hon domani
Orjal dreinek ha kouerien barnet
Da vordeloù hag hor gisti
Trugarez evit kof da vourc'hiz
Bouzellen voan hol labourer
Na dous bevañ e bro ar justiz
Pa ren an urzh e Sant Nazer!



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org