Langue   

Planedenn

Alan Stivell
Langue: breton


Alan Stivell


Pa rankas dilezel ar ger
Ha mont d'ar brezel da bellvro
Ar c'hleier-galv a vralle taer
Ne zuas ket he gwaz en dro

Pa'c'h eo aet kuit da seitek vloaz
E oa koant' vel ur rozenn wenn
Lizher avat n'he deus bet biskoazh
He merc'h zo kollet da viken

Ha pa laoskas he mab barkoù
Da vont da vervel' vel an tad
An drez a greskas ene brajoù
Gant ar balan hag al linad

Bugale all zo aet da Baris
Bevan aman ne oa ket aes
Bugale all zo aet da Baris
Skeud an Ankou zo war ar maez

He zi bet gwechall leun a vuhez
A zo digor d'an avel foll
A piv a gredo tamall neuze
M'he deus gwinardant war an daol?

Kredit ac'hanon kompagnunez
Evit dastun o fezhioù aour
Un toullad mat eus an aotronez
A oar ober teil gant ar paour

Arc' hoazh e vo kaset d'an ospis
Hec'h-unan gant he c'halon yen
He bugale zo aet da Baris
Pe da lec'h all n'ouzon ket ken.



Page principale CCG

indiquer les éventuelles erreurs dans les textes ou dans les commentaires antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org