Lingua   

An ti meur e-kichen ar mor

Dremmwel
Lingua: Bretone


Dremmwel


Gwelet e teus ar c’hastel bras
A zav duhont, ’tal ar mor glas?
Kommoul an nenv a vez laouen
Dre ma nijont a-us d’e benn

Stouï ’ra da zellet en dour
E skeuden ’vel er mezelour
Pa guz an heol en aour melen
Huel en oabl e toug e benn
(strofa non cantata da Dremmwel)

Me ’m eus gwelet ar c’hastel bras
A zav duhont, ’tal ar mor glas
Sell al loar trueüs warnañ
Endro, mogeden an denvañ

Klevet e oa iboud an dour
Ha c’houez an avel flourik-flour?
Klevet e oa son ar biniou
Er zal vras, ha youc’hadennou?

Mor hag avel a dave mik
O vont ebiou ne glevis grik
Nemet klemvan hag huanad
Ken ’teue ’n dour em daoulagad

Gwelet e teus, pa dremenés
Ar roue hag ar rouanes
Kuruned-aour, hag a bep tu
Arc’hant war o minteli ru?

Ha gante, laouen ha seder
Eur plac’h yaouank, eur werc’hez kaer
Ken koant evel an heol melen
Gant he bleo hir endro d’he fenn?

Me gwelas, pa dremenen
Hep mantel ru na kurunen
Ha dilhad kaoñ gante gwisket
Ar plac’hig n’am eus ket gwelet



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org