Lingua   

Kan Bale an ARB

Glenmor
Lingua: Bretone


Glenmor


Poent eo stagan Bretoned
Gant stourm meur ar vro
Poent eo skuban an oaled
Kempenn an erv
Un deiz e vo sklaer an amzer
War hentoù don ar brezel kuzh
Un deiz e vo loc’hus ha taer
Distro Arzhur war ur marc’h ruzh
Poent eo stagan Bretoned
Gant stourm meur ar vro

Dinec’h ha krenn, Bretoned
‘Vo tenn ar stourmer
En noz ‘tarzho kastellioù
Gweleoù ar gwasker
Na kriz e vo heol an argad
D’ar vourc’hizien ha d’an treitour
Na kaer e vo luc’h an tantad
Da galon Breizh, d’he argadour
En noz ‘tarzho kastellioù
Gweleoù ar gwasker
Dinec’h ha krenn, Bretoned
‘Vo tenn ar stourmer

Ret ‘vo dastum, Bretoned
Toc’had ar brezel
Eost du ar re ‘vo daonet
Eo trec’h Breizh-Izel
Bugaligoù ha tud kalet
A raio bec’h da chaseal
Da vountan Ynaez ar C’hallaoued
Da reizharï hent, da vout feal
Eost du ar re ‘vo daonet
Eo trec’h Breizh-Izel
Ret ‘vo dastum, Bretoned
Toc’had ar brezel

An deiz a zo ker kuzhet
War hent an distro
Fenoz e vo kutuilhet
Enor ar rannvro
Kerkent dihun, kerkent dispak
Ha bec’h da loch an enebour
N’eus forzh penaos, n’eus forzh perak
E redo nerzh Vel red an dour
Fenoz e vo kutuilhet
Enor ar rannvro
An deiz a zo ker kuzhet
War hent an distro



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org