1. Neb ’z afe e Nyarubuyé
Un iliz wenn ’welfe du-se
Un iliz wenn ’welfe du-se
E-mesk ar bleunioù hag ar gwe’
E-mesk ar gwez hag ar bleunioù
Ar bleunioù gouez liesliv
Met ar bloaz-mañ, int ’zo deu’t du
Ur reuz, unan bras ’zo erru.
2. « -Nyarubuyiz, din-me lâret
E deun ar saon petra ’welet
E deun ar saon petra ’welet
’Vit krenañ holl ’vel-se kevret
’Vit krenañ holl ’vel-se g’an aon
War ho tremmoù liv ar spouron ?
-Eno soudarded o tostaat
Gwad ganto leun war o dilhad
Gwad ganto leun war o dilhad
Aourgon da heul en ur vagad
Tec’homp, tec’homp ar buanañ
Kent dezho erruiñ amañ !
-E-barzh an iliz it diouzhtu
It diouzhtu eno da repu
It diouzhtu eno, me ho ped
Ha na vo graet deoc’h droug ebet
Ha na vo graet deoc’h droug ebet
Ne ’z a ket tre an dud armet ! ».
3. Met an nor a zo divarc’het
Ha setu lañset an diaouled
Met divarc’het eo an nor
Hag int ’diabarzh leun a fulor !
Ha da wallañ ar gwerc’hezed
Da doullgofañ ’n dougerezed
Ha da skrapat ar babigoù
Ha d’o strapal ouzh ar murioù
Ha da zibennañ diehan
Ar re gozh ’vel ar re yaouank
Ar re yaouank ’vel ar re gozh
Eus ar mintin betek an noz
Eus ar mintin betek an noz
’C’h ober g’ar maen-font ur pilgos
Hag ar c’halvar da ziframmañ
Hag an tammoù da entanañ
Ha da entanañ an tammoù
Da strinkañ en tan ar pennoù
Ha drant ha laouen da goroll
En-dro d’an tantad, un horrol !
4. Yen kalon ’n hini na ouelje
Antronoz e Nyarubuyé
Antronoz e Nyarubuyé
E-tal an iliz ma vije
O klevet ar c’hloc’h o vrallañ
Eñ e-unan hep ehanañ
Eñ e-unan hep ehanañ
Rak ar beleg krouget outañ
O klevet ar c’hloc’h o vobiñ
War un dro ’koagal ar brini
’Koagal ar brini war un dro
Ha ’hudal ar chas d’ar marv !
Yen kalon ’n hini na ouelje
Antronoz e Nyarubuyé
Antronoz e Nyarubuyé
E-barzh an iliz ma vije
‘Welet korfoù marv pep lec’h
Korfoù en traoñ betek an nec’h
Korfoù a-vern en alezioù
A-ispilh ouzh ar balkonioù
Korfoù a-skign er chantele
Hag er sekretiri, o ma Doue !
Korfoù mac’hagnet, stank-ha-stank
Korfoù ha gwad evel ur stank
Gwad evel ur stank war an dar
E-barzh ar piñsinoù leun-barr
Gwad strinket war ar mogerioù
War ar sent hag ar gwerennoù
Gwad brizhet war an taolennoù
’Teverañ eus ar piledoù
Gwad bev atav, ’tal an aoter
’Redek fonnus ’barzh ar skalier
’Redek fonnus ’barzh an diri
'Vel ur wazh, enni izili
Enni izili o vonet
Kaset, digaset gant ar red
Hag e-barzh o terriñ sec’hed
Dre vagadoù chas ha fraved
Dre vagadoù chas ha brini
Ha frev en-dro da chervadiñ !
5. « Koulmig gwenn war an tour-iliz
’Lec’h ’maoc’h pignet o ouelañ kriz
O ouelañ kriz gant kement-se
Nijit kuit buan alese
Nijit kuit buan alese
Betek an neñvoù, da Zoue
Da Zoue, betek an neñvoù
Da lâret eno d'an Aotrou
D'an Aotrou sur, pa ne oar ket
Ar gwalldroioù-se ’sko ar bed
Na bermetfe ket tamm ebet ! »
’Oa ket ar gerioù peurlâret
Taraniñ spontus ’n oabl ’deus graet
Taraniñ spontus ’n oabl ’deus graet
En uhel Doue kounnaret
’Oa ket peurlâret ar gerioù
Glav a gouezhas evel daeloù
Daeloù a gouezhas evel glav
E-pad eurvezhioù, diarsav
An aeled 'ouelañ 'n ur gevret
En neñvoù d’ar re verzeret !
6.
Eus daou vil, holl gwitibunan
’Zo bet lazhet nemet unan
Ur plac’h vihan a drizek vloa’
Hec’h anv ’zo Valentina
Ur plac’h troc’het he bizied
Da vezañ he goûg diwallet
Ur plac’h koant daoulagad teñval
Teñval ha don ’vel an noz dall
Met enno steredenn ebet
Un devezh ez int bet mouget
Un devezh foll a viz Mae
En iliz ruz Nyarubuyé.
Un iliz wenn ’welfe du-se
Un iliz wenn ’welfe du-se
E-mesk ar bleunioù hag ar gwe’
E-mesk ar gwez hag ar bleunioù
Ar bleunioù gouez liesliv
Met ar bloaz-mañ, int ’zo deu’t du
Ur reuz, unan bras ’zo erru.
2. « -Nyarubuyiz, din-me lâret
E deun ar saon petra ’welet
E deun ar saon petra ’welet
’Vit krenañ holl ’vel-se kevret
’Vit krenañ holl ’vel-se g’an aon
War ho tremmoù liv ar spouron ?
-Eno soudarded o tostaat
Gwad ganto leun war o dilhad
Gwad ganto leun war o dilhad
Aourgon da heul en ur vagad
Tec’homp, tec’homp ar buanañ
Kent dezho erruiñ amañ !
-E-barzh an iliz it diouzhtu
It diouzhtu eno da repu
It diouzhtu eno, me ho ped
Ha na vo graet deoc’h droug ebet
Ha na vo graet deoc’h droug ebet
Ne ’z a ket tre an dud armet ! ».
3. Met an nor a zo divarc’het
Ha setu lañset an diaouled
Met divarc’het eo an nor
Hag int ’diabarzh leun a fulor !
Ha da wallañ ar gwerc’hezed
Da doullgofañ ’n dougerezed
Ha da skrapat ar babigoù
Ha d’o strapal ouzh ar murioù
Ha da zibennañ diehan
Ar re gozh ’vel ar re yaouank
Ar re yaouank ’vel ar re gozh
Eus ar mintin betek an noz
Eus ar mintin betek an noz
’C’h ober g’ar maen-font ur pilgos
Hag ar c’halvar da ziframmañ
Hag an tammoù da entanañ
Ha da entanañ an tammoù
Da strinkañ en tan ar pennoù
Ha drant ha laouen da goroll
En-dro d’an tantad, un horrol !
4. Yen kalon ’n hini na ouelje
Antronoz e Nyarubuyé
Antronoz e Nyarubuyé
E-tal an iliz ma vije
O klevet ar c’hloc’h o vrallañ
Eñ e-unan hep ehanañ
Eñ e-unan hep ehanañ
Rak ar beleg krouget outañ
O klevet ar c’hloc’h o vobiñ
War un dro ’koagal ar brini
’Koagal ar brini war un dro
Ha ’hudal ar chas d’ar marv !
Yen kalon ’n hini na ouelje
Antronoz e Nyarubuyé
Antronoz e Nyarubuyé
E-barzh an iliz ma vije
‘Welet korfoù marv pep lec’h
Korfoù en traoñ betek an nec’h
Korfoù a-vern en alezioù
A-ispilh ouzh ar balkonioù
Korfoù a-skign er chantele
Hag er sekretiri, o ma Doue !
Korfoù mac’hagnet, stank-ha-stank
Korfoù ha gwad evel ur stank
Gwad evel ur stank war an dar
E-barzh ar piñsinoù leun-barr
Gwad strinket war ar mogerioù
War ar sent hag ar gwerennoù
Gwad brizhet war an taolennoù
’Teverañ eus ar piledoù
Gwad bev atav, ’tal an aoter
’Redek fonnus ’barzh ar skalier
’Redek fonnus ’barzh an diri
'Vel ur wazh, enni izili
Enni izili o vonet
Kaset, digaset gant ar red
Hag e-barzh o terriñ sec’hed
Dre vagadoù chas ha fraved
Dre vagadoù chas ha brini
Ha frev en-dro da chervadiñ !
5. « Koulmig gwenn war an tour-iliz
’Lec’h ’maoc’h pignet o ouelañ kriz
O ouelañ kriz gant kement-se
Nijit kuit buan alese
Nijit kuit buan alese
Betek an neñvoù, da Zoue
Da Zoue, betek an neñvoù
Da lâret eno d'an Aotrou
D'an Aotrou sur, pa ne oar ket
Ar gwalldroioù-se ’sko ar bed
Na bermetfe ket tamm ebet ! »
’Oa ket ar gerioù peurlâret
Taraniñ spontus ’n oabl ’deus graet
Taraniñ spontus ’n oabl ’deus graet
En uhel Doue kounnaret
’Oa ket peurlâret ar gerioù
Glav a gouezhas evel daeloù
Daeloù a gouezhas evel glav
E-pad eurvezhioù, diarsav
An aeled 'ouelañ 'n ur gevret
En neñvoù d’ar re verzeret !
6.
Eus daou vil, holl gwitibunan
’Zo bet lazhet nemet unan
Ur plac’h vihan a drizek vloa’
Hec’h anv ’zo Valentina
Ur plac’h troc’het he bizied
Da vezañ he goûg diwallet
Ur plac’h koant daoulagad teñval
Teñval ha don ’vel an noz dall
Met enno steredenn ebet
Un devezh ez int bet mouget
Un devezh foll a viz Mae
En iliz ruz Nyarubuyé.
×