Lingua   

Gwerz marv Jorj Jackson

Storlok
Lingua: Bretone


Storlok


Skrivet gant da zaouarn
Lizhiroù an heol
Merket gant ar skorn
Skridoù ar barner

Freget ar garantez
Strafuilhet an neñv
Karrigell an Ankoù
Zo o tont en dro

Ne vo ket ken
E Sant Kintin
Na zaeloù, na tan
En da zaoulagad bran
Marv eo Jorj Jackson
Te
A sell ouzh an tele
Goûd a ouzez 'peus
Gwad war da zaouarn

Koadig ar glav
War bord ar mor
Dislivet eno
E toull an nor

An dispi mindrailhet
Ar vistri a vo drailhet
Al lern war ar menez
Ma karez a gavfes

Fuzulhioù merglet
Ne glaskint ket
An durzhunell yaouank
Met galloud ar bank

Bourc'hizien binvidik
O lazhañ tud evel loened
Brein emaint o izili
Ar vosenn he deus kroget.

Ne vo ket ken
E Sant Kintin
Na zaeloù, na tan
En da zaoulagad bran
Marv eo Jorj Jackson
Te
A sell ouzh an tele
Goûd a ouzez 'peus
Gwad war da zaouarn

Skrivet gant da zaouarn
Lizhiroù an heol
Merket gant ar skorn
Skridoù ar barner

Freget ar garantez
Strafuilhet an neñv
Karrigell an Ankoù
Zo o tont en dro

Ne vo ket ken
E Sant Kintin
Na zaeloù, na tan
En da zaoulagad bran
Marv eo Jorj Jackson
Te
A sell ouzh an tele
Goûd a ouzez 'peus
Gwad war da zaouarn.



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org