Lingua   

Gwerz ar vezhinerien

Denez Abernot
Lingua: Bretone


Denez Abernot


Na pa 'moa klevet ar c'heleir
E ranke mond kuit va mestrez
Da vezhinañ d'an enezeier
Trielen ha Molenez
O landi lan dilo,
o landi lan dilo,
o landi lan dilo.

Na pa 'moa klevet ar c'heloù
E ranke mond kuit mintin mad
Kerkent ha ma save ar gouloù
E save ad dour en va daoulagad
O landi lan dilo,
o landi lan dilo,
o landi lan dilo.

Kar ar vuhez en enezennoù
'Zo ur vuhez trist ha kalet
Bemdez, bemnoz e-kreiz ar poanioù
Ar vezhinerien 'zo tud daonet
O landi lan dilo,
o landi lan dilo,
o landi lan dilo.

En o bagoù, abred diouzh ar mintin
E lakont ar c'herreg en noazh
Faoutet o daouarn gabd ar c'hilhotinn
Ha torret o c'hein gand ar gravazh
O landi lan dilo,
o landi lan dilo,
o landi lan dilo.

Ar beleg kozh er gador a lavar
Ez eus un Doue war ar mor
Hag un Doue all c'hoazh war an douar
Evid ar re a chom er goudor
O landi lan dilo,
o landi lan dilo,
o landi lan dilo.

An hini en-deus savet ar ganouenn
En-deus bet klevet alies
Kerent, mignoned hag amezeien
O kontañ buhez an enezeienn
O landi lan dilo,
o landi lan dilo,
o landi lan dilo.

E dad kozh en-deus bet graet ar vicher
Da drouc'hañ an tali moan
A-hed e vuhez war ar reier
Etre Plouguerne ha Kerlouan.
O landi lan dilo,
o landi lan dilo,
o landi lan dilo.



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org